compteur de visite html

Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

Devezh deskiñ kembraeg evit brezhonegerien

 

 

cymru am byth.jpg

 

Devezh deskiñ kembraeg evit brezhonegerien / Cwrs Cymraeg undydd

E Sant-Brieg, e Kreizenn Sevenadurel Vreizhek Abherve, d’ar sadorn 18/02/2017

 

Sut mae ? Demat deoc’h holl !

 

Dalc'hit soñj !

Un devezh deskiñ kembraeg a vo kinniget e Sant-Brieg d’ar Sadorn 18 a viz C'hwevrer e Kreizenn Sevenadurel Abherve, 15 straed François Menez.

 

Eus 10e beure betek 4e30 g.m.

 

3 strollad a vo ! Plas zo c’hoazh !

 

Goulennet e vo 20 € digant pep stajiad (evit ar fredoù ha digoll an teir c’helennerez).

 

Ma karfec'h kenweturiñ, deuit e darempred ganimp.

 

Seul niverusoc’h e vimp seul vuioc’h a blijadur a vo !

Po fwyaf o bobl mwyaf i gyd o hwyl !

 

(Degasit ho merenn ganeoc'h. Ur skinforn zo evit adtommañ ho poued)

 

Enskrivadurioù : a-walc’h eo respont d’ar postel-mañ.

Graet e vo war-dro ar peurrest e Sant-Brieg

 

Titouroù gant :


Brieg ar Menn

briegarmenn@hotmail.com

06 86 71 78 91

Benead al Lann

benead.allann@club-internet.fr

02 56 44 60 24

 


Kenaozet eo an devezh deskiñ gant

Cymdeithas Cymru/Llydaw (Kevredigezh Kembre/Breizh)

ha Kreizenn Sevenadurel Vreizhek Abherve

Les commentaires sont fermés.