Devezh deskiñ kembraeg evit brezhonegerien (15 février 2017)
Devezh deskiñ kembraeg evit brezhonegerien / Cwrs Cymraeg undydd
E Sant-Brieg, e Kreizenn Sevenadurel Vreizhek Abherve, d’ar sadorn 18/02/2017
Sut mae ? Demat deoc’h holl !
Dalc'hit soñj !
Un devezh deskiñ kembraeg a vo kinniget e Sant-Brieg d’ar Sadorn 18 a viz C'hwevrer e Kreizenn Sevenadurel Abherve, 15 straed François Menez.
Eus 10e beure betek 4e30 g.m.
3 strollad a vo ! Plas zo c’hoazh !
Goulennet e vo 20 € digant pep stajiad (evit ar fredoù ha digoll an teir c’helennerez).
Ma karfec'h kenweturiñ, deuit e darempred ganimp.
Seul niverusoc’h e vimp seul vuioc’h a blijadur a vo !
Po fwyaf o bobl mwyaf i gyd o hwyl !
(Degasit ho merenn ganeoc'h. Ur skinforn zo evit adtommañ ho poued)
Enskrivadurioù : a-walc’h eo respont d’ar postel-mañ.
Graet e vo war-dro ar peurrest e Sant-Brieg
Titouroù gant :
Brieg ar Menn
06 86 71 78 91
Benead al Lann
benead.allann@club-internet.fr
02 56 44 60 24
Kenaozet eo an devezh deskiñ gant
Cymdeithas Cymru/Llydaw (Kevredigezh Kembre/Breizh)
ha Kreizenn Sevenadurel Vreizhek Abherve
00:29 | Lien permanent | Commentaires (0)