Sant Brieg : Oaled Abherve.Devezh deskiñ kembraeg evit brezhonegerien / Cwrs Cymraeg undydd (29 janvier 2019)
E Sant-Brieg, e Kreizenn Sevenadurel Vreizhek Abherve, d’ar sadorn 13/04/2019
Sut mae ? Bloavezh mat deoc’h holl ! Blwyddyn newydd dda !
Dalc'hit soñj !
Un devezh deskiñ kembraeg a vo kinniget e Sant-Brieg d’ar sadorn 13 a viz Ebrel e Kreizenn Sevenadurel Abherve, 15 straed François Menez.
Eus 10e beure betek 4e30 g.m.
Gant kelennerezed eus Kembre hag a oar brezhoneg.
2 pe 3 live diouzh an niver a dud
Goulennet e vo 20 € digant pep stajiad (evit ar fredoù ha digoll an div pe deir c'helennerez).
Ma karfec'h kenweturiñ, deuit e darempred ganimp.
Seul niverusoc’h e vimp seul vuioc’h a blijadur a vo !
Po fwyaf o bobl mwyaf i gyd o hwyl !
Ma anavezit brezhonegerien all hag a c’hallfe bezañ dedennet gant ar staj-mañ, kasit ar postel-mañ dezho, mar plij. Trugarez.
Ac os dych chi'n gwybod Cymraeg yn dda iawn yn barod, diolch yn fawr am hysbysebu'r cwrs yma o'ch cwmpas, os gwelwch yn dda. Diolch.
Enskrivadurioù gant Kreizenn Sevenadurel Abherve (sellit ouzh ar skritell stag)
Titouroù gant :
Kenaozet eo an devezh deskiñ gant
Cymdeithas Cymru/Llydaw (Kevredigezh Kembre/Breizh)
ha Kreizenn Sevenadurel Vreizhek Abherve
23:44 | Lien permanent | Commentaires (0)