Kejadennoù hag eskemmoù frouezhus gant liseidi Llandysul a zo bet, dreist evel ma oa bet graet ur bloaz ’zo dija gant skolidi ar c’hlasoù brezhoneg. Er greizenn "Urdd", e Llangrannog, a zo bremañ anavezet mat gant kalz a Blogoniz, int bet lojet keit ma oent o chom e Llandysul a’r Fro (korn Bro Llandysul), a-raok mont davet Borth ha gweladenniñ kreizenn an "energiezhoù adnevezadus" e Marchynlleth. Ur gaer a sizhunvezh dindan an heol ! An 42 skoliad hag ar 4 ambrouger a oa ganto a zo bet plijet kenañ gant o chomadeg eno hag an degemer tomm a zo bet roet dezho gant ar Gembreiz, dreist-holl e Lise Llandysul.