compteur de visite html

Un magazine sur la nature en gallois (mais aussi en breton, français et anglais) (30 mars 2015)

 

 

 

Bwletin Llên Natur.jpg


http://llennatur.us3.list-manage.com/track/click?u=74c23e...

Setu erru al liamm a gaso ac’hanoc’h war-eeun da Gannadig Llên Natur, niv. 84 (C’hwevrer 2015). Bout m’eo kresket an niver a lennerien nevez, hon eus soñjet e talvfe ar boan degas da soñj deoc’h adarre eus ar rag hag ar perag eus hor raktres Prosiect Llên Natur.

Setu un nebeud goulennoù eta:

Peseurt liamm a zo etre Cymdeithas Edward Llwyd ha Prosiect Llên Natur?
Unan eus raktresoù pennañ ar gevredigezh eo Prosiect Llên Natur.

Petra eo Llên Natur?
Pal Llên Natur zo reiñ tro deomp da santout liesder an natur hag an endro : dre ar yezh, skeudennoù, engounioù hag an istor. Da bep hini da glask e beadra e bed naturel ar Gembreiz.

Petra eo hon “Tywyddiadur”?
Un deiziadur eus an hin eo ha reiñ  a ra tudeomp  da renabliñ kement titour - bet deiziataet - a rafe ur meneg douaroniezhel eus ul lec’h bennak, spletus pe a-vras. Ho pezet soñj ez eus pevar diaz-titouroù all ma vez miret kement tra kaset ganeoc’h  pa n’int ket degouezhadennoù resis.

Daoust ha gwelet peus dija, ul loen pe ur blantenn, ha ne ouezit ket petra eo?
Kemerit ur foto ha tu vo he lakaat war hol lec’hienn (oriel). Ur skipailh arbennigourien a c’hell reiñ an dorn deomp da anavout loened pe plantennoù a bep seurt.

Daoust ha ret eo din bout un arbennigour?
N’eo ket! – tamm ebet! Degemer a reomp titouroù gant an holl : titouroù eus n’eus forzh pelec’h, n’eus forzh pegoulz e ne vern peseurt  yezh pe stumm.  Evit lâret krak ha berr eo graet hor raktres Llên Natur evir ar re a oar sellout ha selaou.

Daoust ha ret eo paeañ?
Marteze ho pefe c’hoant da emezeliñ da gevredigezh Cymdeithas Edward Lhwyd. A-hend-all n’eo ket ret paeañ. Raktres an holl eo Llên Natur, evit netra eo. Paeit gant titouroù ha roit hoc’h ali!

Petra eo yezh ar raktres?
Ar c’hembraeg eo yezh hor c’hannadig, met a drugarez d’ar raktres-mañ e kavomp talvoudus kement yezh ha danvez yezhel. Kement titour a dalvoudegezh a vez degemeret hag embannet er yezh orin (war wellaat ez a Google Translate bemdez!)

Peseurt titouroù a vez ret kinnig?
Roit hoc’h anv, deiziad an titour, an eur, al lec’h, un tamm depegn (personel) peotramant  titouroù resis tre (meneg dieeun  gant tud all, gant an titour orin).

Da betra servij renabliñ seurt traoù?
Servijout a ra da virout titouroù diwar-benn hon endro a yafe da goll a-hend-all. Mirout danvez a servijo da grouiñ istorioù nevez evit an amzer da zont.

Ne c’hellan ket ebarzhiñ titouroù…!
Ne rit ket biloù – kasit an traoù deomp dre bostel (llennatur@yahoo.co.uk ) pe war Facebook hag e raimp war o zro.

11:28 | Lien permanent | Commentaires (0)